current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Je me suis fait tout petit [Breton translation]
Je me suis fait tout petit [Breton translation]
turnover time:2024-10-07 05:23:49
Je me suis fait tout petit [Breton translation]

Biskoazh n'em boa tennet ma zok

dirak den ebet;

skrampañ a ran bremañ hag e ran chiboud

p' am c'hwitell d'he c'hichen.

Ur gwall-c'hi e oan, lakaat a ra din da zebri

diwar he dornig,

dent bleiz am boa, o cheñchet em eus

e dantigoù laezh.

En em graet em eus bihan tout dirak ur verc'hodenn

a serr he daoulagad pa vez lakaet en he gwele;

en em graet em eus bihan tout dirak ur verc'hodenn

a youc'h "Ma mamm!" pa vez touchet.

Ur paotr kalet e oan, he deus ma doñvaet,

plac'h fin ma vez,

ha kouezhet on, tomm ha rostet parfet,

ouzh he beg.

Dent-laezh he deus pa vousc'hoarzh

ha pa gan

met dent-bleiz he deus pa vez imoret

pa vez deut fall.

En em graet em eus...

Diwaskañ a ran he lezenn, bale a ran moan

dindan he beli,

daoust dezhi da vezañ gwarizius dreist pep tra,

ha gwashañ c'hoazh.

Ur c'hlaswennig goant hag a hañvalas din

koantoc'h egeti,

ur c'hlaswennig goant a varvas un deiz diwar se

a-daolioù disheolier.

En em graet em eus...

An holl baleerien-noz hag an holl achantourien

o deus lâret din didro

penaos war he divrec'h astennet e kroaz e c'houzañvin

ma jahinerezh diwezhañ.

Bez' ez eus gwelloc'h pe gwashoc'h re outo,

hogen goude pep tra

ingal eo en em grougañ amañ pe e lec'h all

mard eo ret en em grougañ.

En em graet em eus bihan tout dirak ur verc'hodenn

a serr he daoulagad pa vez lakaet d'he gwele;

en em graet em eus bihan tout dirak ur verc'hodenn

a youc'h "Ma mamm!" pa vez touchet.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by