current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Il dolce suono [Breton translation]
Il dolce suono [Breton translation]
turnover time:2024-11-19 06:28:18
Il dolce suono [Breton translation]

Skoet on bet gant trouz c'hwek e vouezh!

Ac'h diskennet eo ar vouezh-se e-barzh ma c'halon!

Edgar, dit-te on bet restaolet, Edgar, ac'h, ma Edgar.

Ya-vat, dit-te on bet restaolet!

Tec'het on diouzh da enebourien.

Ur riv en em sil em bruched!

Krenañ a ra pep nervenn,

horellat a ra ma troad!

Deus da azez ganin ur frapadig war ribl ar feunteun,

ya-vat, deus da azez ganin war ribl ar feunteun.

Forzh! Difloupañ a ra ar spes euzhus hag hon dispartiañ!

En em repuomp amañ, Edgar, e harzh an aoter.

Kinklet holl eo a roz!

Lâr 'ta: ne glevez ket ur gensonadeg divin?

Ach! tregerniñ a ra himn an eured.

Evidomp ec'h aozer al lid! Ac'h, pegen laouen on-me!

Edgar, Edgar, ac'h, mallozh din!

Ac'h! Ul levenez a sentan n'hell ket bezañ kontet!

Deviñ a ra an ezañs!

Splannañ a ra ar flambezioù sakr, ha sklêrijenañ tro-war-dro!

Setu ar beleg.

Deus din da zorn!

Ac'h, devezh a joa!

Dit on-me erfin! Din out-te erfin!

Da reiñ a ra Doue din.

Lodennañ a rin ganit

an holl dudioù ar c'hwekañ.

Bez' e vo ar buhez evidomp

ur mousc'hoarzh digant an Neñv madelezus.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Gaetano Donizetti
  • country:Italy
  • Languages:Italian
  • Genre:Opera
  • Wiki:http://it.wikipedia.org/wiki/Gaetano_Donizetti
Gaetano Donizetti
Gaetano Donizetti Also Performed Pyrics
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved