An ti-feurm en em zistage
war an oabl glas a oa faos, anat deoc'h,
hag ar plouz a rae da doenn
a oa diouzh ar fabrik, evel-just.
E dibenn ur vali beuz faos
e spurmanter ur puñs faos
n'oa biskoazh adpignet
ar Wirionez diouzh e strad.
Hag ar vestrez eus al lec'h,
en ur wiskamant cheuc'h e feiz
a venajerez diouzh komedienn,
a ziskennas en arbenn din,
ha neuze-souden ma bokedig
a hañvalas disliv e-kreiz al liorzh
e-keñver bochadoù bleuñv faos
a ginnige al lemmañ livioù.
Goude kerzhout war al leton faos
ez is d'hec'h heul e-barzh an ti,
lec'h ma pare hep pulluc'hañ
un doare tan hep moged.
A-geñver d'ur bufed "Henri II" faos
renket war stalioù eus
armel levrioù koad faos
eureier faos prenet a-drak.
Stennerisoù faos, harnezioù faos,
taolennoù mestr faos ouzh ar mogerioù,
perlez faos ha bizeier faos,
gwennaennigoù faos war he divjod,
ivinoù faos e penn he dornigoù,
piano o seniñ notennoù faos
gant touchennoù o olifant
n'oa ket diwar al loen.
Dindan sklerijenn kantolioù faos,
en ur ziwiskañ he dantelezh faos,
lâret he deus - met n'oa ket
asur : te 'zo ma fallvarch kentañ.
Gwerc'hez faos, mezh faos,
terzhienn faos, drevezerien
oa an aelez artifisiel
o tiskenn diwar ur faos a neñv uhelañ 1
An dra nemetañ gwirion pe war-nes
e-barzh an istor falser-mañ
ha ne fell ket marteze
mont en dinac'h outañ,
'zo ma zech eviti,
hag ar pistig war-dro ma skevent 2
pa voe piket he c'halon
gant ur gwir Markez a gKarabas 3
D'an ampoent-se en em gendalc'has
Kupidon da fall-vignon,
da fall-dest gwirion,
kenkoulz ha Gwener; ha koulskoude
livañ gevier dre vank
e vefe chom hep lârout
e tlean dezho mod-pe-vod, kuit a c'hevier,
un eurvezh eürusted wirion.
1. E galleg, "monter au septième ciel" a dalv kement ha kaout e pemp plijadur war-n-ugent. Implijet 'm eus amañ an droidigezh voas evit "in excelsis (Deo)".2. Da lâret eo: em c'halon.3. Da lâret eo: ur paotr ken faos e zanvez hag hec'h hini.