1
Sant Herve patron ar varzhed
An awen din c’hoazh ’deus roet
Roet ’deus din c’hoazh an awen
Evit sevel ur ganaouenn
Evit sevel ur werz nevez
Diwar zanvez an naonegezh
An naonegezh vras erruet
En Ukraine ar c’hanvet paseet
Ar c’hanvet paseet en Ukraine
Aet ’zo ganti dek milion den :
2
Mallozh, mallozh ru’ d’ar miz Du
Mallozh, mil mallozh d’ar re ru’
Pere ’zo deuet ’barzh ar vro
Da laerezh pep tra eno
Da laerezh hon eostoù
Hag ar chatal, holl hor madoù !
Riñset an ti penn-traoñ ha krec’h
Netra ’zo chomet war o lerc’h
Riñset ar c’hraoù hag ar solier
Ha setu ni ’kreiz ar vizer !
3
D’ar baleer-bro ’c’houlenno
’N hent da Giev c’hwi ’responto :
« Heuliit er parkoù ar chas goue’
Ho kasint du-hont aes, aes-tre
Heuliit en oabl ar braneier
Ho kasint du-hont aes kaer ! »
Ha da Giev pa erruo
A-walc’h e galon e ouelo
A-hed ar straedoù o welet
Tud varv pep lec’h stlabezet
Tud varv gant an naonegezh
Chas warno oc’h ober banvez
En o zouek ur bugel bihan
Klemm-diglemm o c’hervel e vamm
Brini ’us d’e benn ken ha ken
’C’hortoz ar mare da ziskenn
N’o do ket pell da c’hortoz ken.
4
« -- Piv ’mañ o lopat war ma dor
Ken diwezhat ’c’houlenn digor
Ma ’z eo an Ankoù an hini
Ma teuy ar buanañ en ti
Ma teuy en ti ar buanañ
Eus ma doanioù d’am disammañ !
-- Salv ho kras itron me n’on ket
Ur beajour ne lâran ket
Ur beajour ’vonet en noz
O klask ur gwele da repoz
O klask ur gwele da huniñ
Hag un tamm boued da zrebiñ
Ha da zrebiñ un tamm boued
Ul lommig dour c’hoazh ma karet !
-Allas, evit dour ’met daeloù
’Met daeloù c’hwerv, ma aotrou
Allas, evit boued ’met douar noazh
Gwrizoù, buzhug ma gavit c’hoazh
Allas, ’vit gwele ’met skebell
Warno korfoù ma zri bugel
Warno korfoù ma zri bugel
Ma far ’kichen ouzh o luskell
Ouzh o luskell ’n ur vouskanañ
Aet e skiant ’m eus aon digantañ ! ».
5
’Lec’h ’oa seizh bugel ’n un tiegezh
Ne chome ’met tri, un druez !
O zad ’selle outo mantret
Ha ’c’houlenne gant e bried
Gant e bried baour ’n e goste’
’Ouelañ kalet, forzh ma c’helle :
« Daoust piv ’vo lazhet eus an tri
Da reiñ d’an daou all da zrebiñ ?
’N hini bihan pe ’n hini bras ?
Me n’on ket ken evit choaz !
’N hini bihan pe ’n hini krenn ?
Evit choaz me n’on ket ken ! »
’Oa ket e c’her peurechu c’hoazh
Ur gontell vras a gemeras
Ha ’kreiz e galon he sankas !
6
Ha setu an hañv adarre
Gantañ o sevel ed neve’
Gantañ ed nevez o sevel
’Z aio da goll d’ar seizh avel
D’ar seizh avel ’z aio da get
Soñj an darvoud ne raio ket
Soñj an darvoud ne ray biken
Tra ma vo kanet ar werzenn
Da zerc’hel koun eus ar Gieviz
Aet er goañv-se ’n un doare kriz
’N un doare kriz aet da anaon
E naontek kant daou ha tregon’
’N un doare kriz gant ar famin
Dre ziviz unan nemekin 1
Ur mac’homer añvet Lenine.
1. "Nemetken", mod Bro-Dreger.