Dindan, dindan peul kroug Keryann
'N eus ket delioù derv ken, 'n eus ket mui delioù fav,
Buan, buan, ul loen en e sav
Ar floc'h war e jao, Floc'h ar Jabadao!
Ro dezhañ alc'hwez ar vro .
War-raok, war-raok, ar floc'h a ya war-raok
Galvet gant pobloù all, klemgann pobloù ingal.
Gortoz gedal, na da c'hortoz na da dortal
Gwasket int eveltañ, war 'r c'hozh tamm douar mañ
Ro dezhañ alc'hwez ar vro.
Gortoz gedal, na da c'hortoz na da dortal
Gwasket int eveltañ, war 'r c'hozh tamm douar
Barzh ul lizher pounner, evit o c'hendirvi
Ingalet da seizh avel, unvaniezh da bep hini.
Ro dezhañ alc'hwez ar vro .
Ro dezhañ alc'hwez ar vro,
N'e ket diaes koulskoude
Ro dezhañ alc'hwez ar vro
Ha mat pell zo!
Ro dezhañ alc'hwez ar vro.