Fidel, fidel, me 'zo chomet fidel
da draoù na rit ket stad outo:
ur pardaez hañv, nijadenn ur wennilienn,
mousc'hoarzh ur bugel, un emgav...
Fidel, fidel, me 'zo chomet fidel
da draoùigoù a ra un hollved din:
un tete-ki kozh, ur voest dourlivañ,
porzh La-Nouvelle 1 e miz-Eost.
Fidel, fidel, me 'zo chomet fidel
da lec'hioù, da vignoned dous-kenañ:
un istrogell a Alberzh2, hag e c'hoar e dantelez,
ur C'hastilhet 3 nevez-flamm, ur C'hanigou 4,
ur straed a vBeziers, ur voereb Emilia,
ur vamm o loc'hañ evit Budapest,
ma zi kozh gant e stal toneller,
ha tost d'an archerdi, an trenioù 5
Fidel, fidel, me 'zo chomet fidel
da eñvor un abardaez e Montaoban,
birvidigezh divalis! hor c'halonoù, soñj 'm eus,
en em rojont en eil d'eben, yaouank tout, war ur skaon kozh.
Aet e oan kuit e-barzh noz ar vakañsoù
skañvoc'h eget ur c'hornandon d'ar sav-heol;
hogen bremañ, pa soñjan enni bremañ,
e ouelan c'hoazh war ma c'harantez gentañ.
Fidel, fidel, na perak chom fidel
pa cheñch pep tra o tec'hout kuit digeuz,
pa vezer e-unan-penn e sav war ar bontenn,
e-tal seurt pe seurt bed o teuziñ,
pa seller ouzh kement bag o tont d'ar strad
en ur gas ganto traoù e oamp en gortoz outo,
pa ouzer ne vezer nemet ur skeudenn ken
fidel da skeudennoù all da viken.
1. Port-la-Nouvelle, ur porzh war ar Mor Kreizdouarel, e departamant an Aude.2. Albert Bausil (+1943), barzh ha mignon ker da dTrenet.3. Ur c'hastel kozh e kêr Perpignan, bet treuzfurmet e mirdi Bro-Gatalogna e 1963.4. Ur beg brudet eus menez Pireneoù.5. Ouzh an hent-houarn e sell ti Charles Trenet e Narbonne.