current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Et moi [Breton translation]
Et moi [Breton translation]
turnover time:2024-12-17 02:05:39
Et moi [Breton translation]

N'oan ket gouest da bedin,

n'ouien ket an doare d'ober.

Mar em eus en graet a-wechoù

se oa pa 'm boa naon.

Bremañ, bep mintin

e ran an hevelep pedenn:

Roit din hiziv

e garantez pemdeziek.

N'hell ket ar gwez bevañ hep glav,

n'hell ket ar bleuñv dedarzhañ e-pad an noz.

Hep dour ne dennfe ket ar pesked-aour o alan

ha me hepdout dianket on.

Morse n'hellfe ar vag-dre-lien mont war-raok hep avel-vor,

hep sonerezh den n'hellfe dañsal ken,

hep heol al laboused ne ganfe ken

ha me hepdout dianket on.

N'em eus na feiz na reizh

pa vezez pell ouzhin.

Teñval ha dilevenez eo pep tra

hepdout.

Hepdout e seblant c'hwerv pep tra,

an douar eo un ifern,

retoc'h out din

eget an aer.

Evit alaouriñ eo ret ar sklêrijenn d'an ed,

evit bezañ adoret eo ret ar mister da Zoue,

hep karantez ne lammfe ken kalonoù an dud

ha me hepdout dianket on.

Hep karantez ne lammfe ken

kalonoù an dud

ha me hepdout dianket on.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Édith Piaf
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved