Glas eo an oabl, gwer eo ar mor:
lez ar prenestr digor un tammig.
An tonnoù a ruilh en dremmwel
a zegas d'am soñj ur paotr
na gede nag en Douen nag en Diaoul.
Gantañ on kejet norzh ac'hann
d'un abardaez ehan-mor, war ur porzh
e-barzh un ti-bal lous terrupl
C'hwezh an dour-c'hwez hag an alkool 'oa 'barzh an aer,
de zouge ket a fals-golier,
hogen ur seizenn-gouzoug dam-naet.
Oc'h antreal n'em eus gwelet nemetañ,
ha trellet 'voe ma c'halon
gant al levenez.
Glas eo an oabl, gwer eo ar mor:
lez ar prenestr digor un tammig.
Kregiñ a reas em dorn, dilavar,
ha ma sachañ er-maez eus an davarn
didro-kaer, gant ur jestr tener.
N'oa ket ur paotr troidellus:
edo o chom war vord ar c'hae.
N'em eus ket klasket kompren:
e gambr a gase war ar porzh,
martoloded vezv oa o kanañ er-maez.
Ur post-lamp, morlivet e gelc'h sklêrijenn
a c'houlaoue ar siklud dister.
Ma gwaskañ a rae outañ.
Da garout a ran.
Glas eo an oabl, gwer eo ar mor:
lez ar prenestr digor un tammig.
Poazhet on c'hoazh gant e bokoù:
daoust hag eo se ar pezh a reer karantez outañ?
Eoriet 'oa e vag e-kreiz al lenn-vor.
Pa voe skarzhet spesoù an noz,
da darzh an deiz e tec'has kuit
evit distro davet e gamaladed.
Gwelout a ris anezhañ o pignat war ar pont,
ha mar n'anavezan ket e anv,
hini ar vag a ouzon,
ur vag a voe kollet.
Evit ar martolod, ne gredan ken
lârout tra.
Izel eo an oabl, louet eo ar mor.
Serr ar prenestr ouzh an avel-vor.