current location : Lyricf.com
/
Songs
/
En tu all d'an traezh lyrics
En tu all d'an traezh lyrics
turnover time:2024-11-16 14:07:49
En tu all d'an traezh lyrics

1.

War-lerc'h un nozvezh hir

O riboulat en un toull-noz

E-kreiz koadoù Penn al Lann

E oan degemeret

E-bourzh ur vag mintin abred

Tan tan ha tan ha dir

Edo ar vran war ar roz

Ar banniel kañv e Kammlann

Al lien ur wech savet

An avel a-dreñv 'oa kresket

2.

Hag ar vag a rikle

War an houlenn

War-zu an donvor

Tremenet hebioù Kallod

Kanol ar C'harv

An dud beuzet a yude

An tan war o fenn

Drailhet gant ar mor

Degouezhet Baz war-wel

Dor ar mor digor

3.

O! Nepell da c'houde

Edomp o treuziñ ar railh

En dañjer evit hor buhez

Sed batimantoù bras

Karget-mik a varc'hadourezh

Evel ramzed war an tarzh

O arat hag o trailhañ

Laeron-vor – Lanv du

Sed treuzet didrabas

Linenn euzhus al listri kaezh

4.

Hag ar vag a rikle

War an houlenn

Diskouez a reas imor

Berniañ a rae ar c'houmoul

Kroget tan ha luc'hed

Efflam, Pol ha Berc'hed

A richete

O resteurel boued d'ar mor

Malo ha me en hor sav

A bep eil ouzh ar baol

5.

Sioul en dro an houlenn

Brendan a laras an oferenn

War-kein glas ur valum

Edo Kerne war-wel

Floderien lambig tro-dro deomp

Ur vargedenn war astenn

Tridal a rae beg ar wern

Er mor pistri – Binim

Ur stok ouzh ur garreg

Ruilhañ a rae frank an dour e-barzh

6.

Hag ar vag a sanke

O! Penn da benn

Neuial 'oa dav ober

Gleb-teil war an tevenn

Bet omp bet daspugnet

Rastellet evel loened

Berniet en un toull-bac'h

Sed pulluc'het

An hunvreoù kaer

Arzhur en Avallac'h

'Zo chomet kousket

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by