current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Emmenez-moi [Breton translation]
Emmenez-moi [Breton translation]
turnover time:2024-11-24 03:11:56
Emmenez-moi [Breton translation]

War-zu 'r c'hae, ma bec'h hag enoe

a zaougromm ma c'hein

ec'h erruont, pounner o zorioù

gant frouezh, ar bigi.

Erru diwar penn ar bed

en ur zegas ganto

soñjezonoù loariadek

adsked oabl glas enno,

ha touelloù.

Ganto e tennont frond pebret

broioù dianav

hag hañvoù diziwezh

ma vever kazi noazh

war draezhennoù

Pa n'em eus-me bet ma buhez-pad

nemet oabl an norzh

c'hoant 'm eus da walc'hiñ seurt louedaj

ha cheñch penn d'am bag.

Ma c'hasit kuit da benn all ar bed

ma c'hasit 'ta da vro ar burzhudoù

Krediñ a ra din ma dienez

ne ve ken kalet dindan 'n heol

En tavarnioù da goulz ar kuzh-heol

gant ar voraerien

pa gomzer eus plac'hed hag orged

ur werenn en dorn

e kollan ma skiant eus ar bed,

setu ma faltazi

am sach kuit hag am laka

'kreiz un hañv dudius

war un draezhenn

pa welan ar garantez

diroll, frank he divrec'h,

o redek em arbenn

e lamman d'am huñvre

a-dro-vriad

Pa serrer ar stalioù, pa zistro

ar voraerien d'o bourzh

o rambreal emaon bet' an deiz

em sav war ar c'hae.

Ma c'hasit kuit da benn all ar bed

ma c'hasit 'ta da vro ar burzhudoù

Krediñ a ra din ma dienez

ne ve ken kalet dindan 'n heol

Un deiz 'vo, war ur penton bennak

a strak kouc'h ha pont,

evit loc'hañ e labourin

e-barzh toull ar glaou.

O vont gant an hent a gas

d'am huñvre a vugel

war inizi diabell

ma ne vern tra nemet

bezañ bev

lec'h ma merc'hed orgedus

a bak ho kalonoù

o plezhañ, a-hervez,

troioù-gouzoug bleuñv

a ra mezv.

Tec'hout 'rin ha lezel ma boazioù

hep seurt keuz ebet

hep pakajoù, dieub ma c'halon

'n ur ganañ uhel

Ma c'hasit kuit da benn all ar bed

ma c'hasit 'ta da vro ar burzhudoù

Krediñ a ra din ma dienez

ne ve ken kalet dindan 'n heol

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Aznavour
  • country:France
  • Languages:French, English, Italian, Spanish+3 more, German, Russian, Armenian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charlesaznavour-lesite.fr/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Aznavour
Charles Aznavour
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved