Deuit amañ e park Finn,
dirak kaoc'hadennoù an diaoul,
traoù da werzhañ forzh pegement,
taolit ur sellad lemm,
Kerzhit a-dreuz al liorzh,
ar ganol hag ar c'hwaremm,
Sellit war-zu ar gwalarn,
pegen brav 'd'an dremm!
Araok e park Finn,
kustum hadan lin,
Araok e park Finn,
biskoazh furlukin,
Bremañ e park Finn,
'baoe bloavezhioù,
E pad an hañv 'maint aze,
en o c'herc'hen, bravigoù lous!
Istor eus ar c'horn-bro,
unan eus an diaesañ eo
Amañ nemet ar sioulder,
'maint kuit 'baoe pell zo,
Traoù 'zo bet gwasket, laeret,
ha diaes da c'houzout
Ne vo biken kontet deoc'h ,
n'eus netra da gaout!
Ar pesketaer war e c'henou,
Ar c'houer diberc'hennet
Hag ar paourkaezh mevel,
Breined e sterent
'vit da lardan begoù bras,
Chomet omp treut e Breizh
Bremañ ne ra forzh ganto,
Ar vro zo kraz, ya feiz!
Pegen glas an draonienn,
Bravoc'h 'get un iliz
Stanket 'maint bremañ,
Gwerzhet 'vit arc'hant bPariz
Klevet ho peus an istor,
Ne gavoc'h ket barzh ul levr
Mardouen, tamm 'bet ar skeudenn,
Ho peus gwelet e "Ti ar Mor".