Addont a ra d'am soñj
eñvorennoù pemdez;
adwelout a ran ar saro du
am boa pa oan skoliad.
O vont ma hent d'ar skol
e kanen a-bouez-penn
tonioù hep komzoù,
kanennoù kozh a-wechall.
(Diskan:)
Dousat Bro-Frañs,
bro garet ma yaouankiz,
luskellet anezhi en disoursi tener,
da viret em eus e-barzh ma c'halon!
Ma farrez, seder he zier hag he c'hloc'hdi,
lec'h ma bugale en oad ganin
o deus bet perzh em eürusted,
da garout a ran a-dra-sur
hag e kinnigan dit ar barzhoneg-mañ
ya-vat, da garout a ran
ken er joa ken er boan
Dousat Bro-Frañs,
bro garet ma yaouankiz,
luskellet anezhi en disoursi tener,
da viret em eus e-barzh ma c'halon!
Anavezet em eus kornioù-bro
hag heolioù marzhus
tra m'edon o veajiñ en diabell,
pell-pell, dindan amzerioù all.
Pegen gwell eo din koulskoude
ma oabl glas, ma dremmwel,
ma hent bras ha ma stêr-dour,
ma zamm prad ha ma zi.