(Diskan)
Diskenn rom d'az kwaz,
gant mel, ha butun;
Diskenn rom d'az kwaz,
hag e weli pegement
ez karo-eñ.
Bez' ez eus plac'hed er porzh
ken koant ha ken hegarat
o tispakañ mousc'hoarzhoù a-wel,
c'hwezh-vat ar vanilhez ganto,
ha n'eo ket da waz ur c'hef beuz:
sellout a ra outo gant daoulagad tener.
Mar fell dit e virout evidout da-unan,
kinnig dezhañ hepdale...
(D'an diskan.)
Reiñ a ray bravigoù dit,
troioù-gouzoug steredennus,
degaset gantañ diwar vro-Berou
pe enez-Guba, pe an Antilhez.
Met evit reiñ karantez dit
ret eo dezhañ diskuizhañ eus e veaj
a-barzh ma kinnigi dezhañ d'az tro
an holl teñzorioù 'zo ez korfenn...
(D'an diskan.)
Na pebezh nozvezh a voe homañ.
Brud zo eus se e kêr,
ha lavaret e vez amploc'h ouzhpenn
diwar-benn e voumounerezh gourel.
Rak-se skuizh eo d'an ampoent-mañ,
ha beuzet en e voredenn.
Kerkent ha m'az po e zihunet,
mar fell dit adkas an abadenn en-dro...
(D'an diskan.)
Pa zispartio diouzhit
hag az tilezo, paour-kaezh plac'h,
da-unan-penn gant da eñvorioù
ha da dro-gouzoug brizh-danvez
d'an ampoent ma tispartiot
evit miziadoù a sûnvezhioù hir
ro pokoù dezhañ, evel-just,
hogen mar fell dit e tistroio davedout
mar fell dit e tistroio davedout...
(D'an diskan)