Divi Jouanno, ô Divi jouanno 1
Pelec'h ez peus skoachet he relegoù?
E strad donañ ar mor,
E strad donañ ar mor.
D'an hini gaerañ ouzhomp
lakaet ez poa emgav
E strad donañ ar mor,
E strad donañ ar mor.
Hogen spontet eo bet ganit,
sklaset eo bet gant ar spouron,
ar gaerenn, ar gaerenn
N'he deus ket bet c'hoant ouzhit
enebiñ a reas ouzhit
kozh vezvier, kozh vezvier!
Divi Jouanno, ô Divi jouanno
Pelec'h ez peus skoachet he relegoù?
E strad donañ ar mor,
E strad donañ ar mor.
An hini gaerañ ouzhomp e oa-hi,
gwarizius out deut da vezañ outi
E strad donañ ar mor,
E strad donañ ar mor.
Pell er-maez Enez Groe
garv e c'hwezh an avel-gwalarn
simudiñ, simudiñ a ra
Da breizh eo deut da vezañ
kollet he deus he levenez
en em reiñ, en em reiñ a ra
Islonket 'vi gant ar Vari Vorgan
en em goll a ri etre he divrec'h
evel ur gwaz, evel ur gwaz
Ne gano ket ar Vari Vorgan
he fred e vi
evel ar wazed, evel ar wazed
1. Klasket 'm eus ijinañ un anv kevatal da "Davy Jones" e brezhoneg.