current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Dans l'eau de la claire fontaine [Breton translation]
Dans l'eau de la claire fontaine [Breton translation]
turnover time:2024-12-01 20:56:48
Dans l'eau de la claire fontaine [Breton translation]

E-barzh an dour boull eus ar feunteun

edo-hi o neuñvial noazh-ran;

Setu a-daol-trumm ur barr-avel

a daolas he dilhad er vann.

En argoll, e jestraouas ouzhin

ma kerc'hjen, evit he gwiskañ,

delioù winienn a-wrac'helloù,

bleunioù lili hag orañjez.

Gant petalennoù eus ur rozenn

e fardis ur c'horfenn dezhi.

Hogen ar plac'hig n'oa ket gwall tev:

trawalc'h 'voe ur rozenn hepken.

Gant ur bod deliennoù a wini

e fardis ul lostenn dezhi.

Hogen ken munut e oa 'r goantenn

ma voe trawalc'h unan hepken.

Divrec'h, diweuz 'ginnigas-hi din,

d'am zrugarekaat, evel just;

gant kement a virvilh o fakis

ma chomas-hi diwisket mik.

Plijus 'voe ar jeu d'ar plac'h, kredapl,

rak alies e tistroas

d'ar feunteun-se da neuñvial noazh-ran,

'n ur bediñ ma rafe avel,

rafe avel...

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved