EDGARDO
Piv am stardo da seurt ampoent?
Piv a dorro e lusk d'am c'hounnar?
He foan, he spont
a zo prouennoù eus he morc'hed.
Met par d'ur rozenn dizour
e chom en etremar etre buhez ha marv.
Trec'het on, fromet on!
Da garout a ran, plac'h dizanaoudek, da garout evelkent!
ENRICO
Piv a dalc'ho ma fulor
ha ma dorn, lammet anezhañ d'am c'hleze?
Savet eo ur c'hri e-kreiz ma c'halon
en erbed d'ar paour-kaezh-se.
Eus ma gwad eo-hi! Traiset em eus anezhi!
En etremar eo etre buhez ha marv!
Ac'h! Ha n'houllan ket mougañ
ar morc'hed e-barzh ma c'halon.
LUCIA
Spi am boa e vefe troc'het
ma buhez gant ar spont,
hogen n'emañ ket ar marv a-du ganin.
Bevañ a ran c'hoazh evit bezañ jahinet.
Kouezhet eo ar mouch diwar ma daoulagad,
traiset on bet gant an neñv hag an douar.
C'hoant am eus gouelañ, ha n'hellan ket:
tec'hout a ra diouzhin ar c'hlemmvan ivez.
RAIMONDO
Drastusat koulz-amzer!
N'hellan ket distagañ komzoù ken!
Seblantout a ra ur goabrenn a spouron
da c'holeiñ bannoù an heol.
Par d'ur rozenn dizour
e chom en etremar etre buhez ha marv.
An nep ne vez ket fromet ganti
en deus ur galon tigr e-barzh e vruched.