current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Celui qui a mal tourné [Breton translation]
Celui qui a mal tourné [Breton translation]
turnover time:2024-12-01 19:20:41
Celui qui a mal tourné [Breton translation]

Bez' e oa pell-pell amzer

n'em boa graet tra gant ma dent,

n'em boa ket lakaet gwin em dour

na glaou em fornigell.

Dislugerniñ a rae ouzhin

en dilavar an holl toullerien-bez.

War-nes seniñ e oa ma eur diwezhañ.

Neuze em eus troet da fall.

Kuit a vale bro en aner

e vaoutis en un taol-kont

gant un darc'hav dreist-muzul

ur baleer-noz alaouret a-grenn.

Ar baotred o chap erminiget, pa voe gouezet dezho,

a lakaas o c'hrabanoù warnon

evit ma c'has da doull-bac'h ar "Santé"

da adsevel ma onestiz.

Peanv, Piv-din-me, Hen-mañ-hen hag Hon-mañ-hon

an holl dud eus ar bobl voutin

a oa ali e tellezen bezañ krouget

diwar ul letern ha diouzhtu-kaer.

Ijinañ a raent dija e lodennfent

ma c'hordenn, gant pep enorusted,

evit talvezout da zoug-chañs.

A-benn ur viken, skarzhet on bet

er-maez eus ar Santé.

O vezañ ma 'z on ur paotr tener,

e tistrois d'am c'horn-bro genidik

izel ma fri, a-rez d'ar mogerioù,

digempouez war ma gwerzhidoù,

en gortoz da welout pep mab-den

mont en distro eus ma hent.

Bez' ez eus unan a lâras din "Salud!

n'hor boa spi ebet ken d'az kwelout..."

Bez' ez eus unan a c'houlennas

keloù eus ma yec'hed [pe: eus ar Santé].

Gwelet em eus neuze e chom c'hoazh

tud, ha tud a-feson, war an douar,

hag en ur gouezhañ d'al leur war ma revr,

e ouelis kement daeroù em boa em c'horf.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved