Tud an Argoad ha tud an Arvor
Tud diwar ar maez ha tud ar c'hêrioù bras
Tud Breizh izel ha tud an Naoned
Diwallit' ta mar plij, diwallit' ta
Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,
Hep Brezhoneg, Breizh ebet,
Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,
Arabat komz diwar benn Breizh
Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,
Hep Brezhoneg, Breizh ebet,
Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,
Hep Brezhoneg, n'eus ket Breizh ken !
Mar c'hellit ket sell' dre ho taoulagad
Mar c'hellit ket lar' dezhi "da garan"
Mar c'hellit ket lar' "va mab" d'ho bugel
Echu eo an abadenn da virviken
Da virviken ez a da vezañ dall
Un dachennn gwell d'ar Gwirvoud, d'an Hollved
Un tamm muioc'h mac'homet an denelezh
Gant an nerzh, an arc'hant, an danvez.