War vaez ar stourm e Kerlouan
Zo un dervenn a-us d'al lann
War un dervenn pa bar al loar
Bemnoz en em zastum evned mor
Evned mor du o fluñv ha gwenn
Gant ul lommig goad war ho fenn
Ganto ur vranez gozh du louet
Ganti ur vran yaouank a-gevret
A skuizh o-daou a gleb o eskell
O tonet eus tramor d'eus pell
Hag an evned a gan ur c'han
Ken kaer ma tav ar mor ledan
Hag an evned a gan ur c'han
Ken kaer ma tav ar mor ledan
Ar mor ledan