Pa oan er mintin-mañ o vont da gerc'hat dour (bis)
E klevis an eostig er c'hleuz o kanañ flour (bis)
En e son e lâre, kuzhet gant an delioù :
Dre ma astenn an hañv e koll ar bleuñ o liv
Bleunioù pet ac'hanoc'h a weñv bemdez bremañ
Bleunioù koant o tremen buan diouzh ar bed-mañ
Ar rozenn bet ker fresk a zizec'h war he bod :
Pennherez Kerbendrez a zisliv ruz he jod