Me a c'haolliad war ar c'hef
E-kreiz ar prad meur,
Ma farez 'tal an tantad
O tañsal war al leur !
Dour-c'hwezh 'touez he blev
Gleb-teil ma fenn, ma zal,
Kan ar son, tommder he bronn,
Dirollet an aneval !
Kant bro, kant giz
Kant plac'h, kant hiviz,
da bep hini e vBabel Pow Wow
'Vit pep hini 'barzh e vro !
Kant bro, kant giz
Kant plac'h, kant hiviz,
Deus ganimp 'kreiz ar Pow Wow
Deus ganeomp 'barzh ma bro!
E flondrenn an dour-c'hwezh
E-tal stêr an dour red
Miliadoù emzaverien
Anevaled dirollet !
Strak an tan, lusk an noz
Dramm ar c'han a sav kreñv
Buan e sav Yann e vouezh
Gant e femelenn ! Dao !