current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Ar mab laer lyrics
Ar mab laer lyrics
turnover time:2024-12-02 09:39:11
Ar mab laer lyrics

Ganet em eus seizh mab dispar

Ganto siwazh ‘m eus ‘met glac’har

Ganto siwazh ‘m eus ‘met mizer

'welet anezho leuriañ er gêr

'welet anezho leuriañ en ti

Hed ar sizhun da vakañsiñ

‘Gavont neblec’h da labourat

Daoust dezho bout diplomet mat

Daoust dezho holl bout diplomet

Met ar benoni n’eo ket

Met ar benoni n’eo ket

Gantañ avat n’on ket nec’het !

Lezirek eo ha merc’hetaer

Hag ouzhpenn-se eo ‘tamm laer

Hag ouzhpenn-se eo ‘tamm treitour

Er politik ‘kavo labour

Er politik ‘kavo labour

‘Vevo en arc’hant hag en aour

‘Vit ‘r pennoù vras ‘barzh ar vro-mañ

An enkadenn ne cheñch netra

Ne cheñch netra an enkadenn

‘Vijent re ruz o pe re wenn

‘Vijent re ruz o pe re wenn

‘N em glevont mat war ar chupenn

‘Vijent re wenn o pe re ruz

Memes chakod eus a bep tu

Memes chakod don ha ledan

Da laerezh ar re vihan

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Denez Prigent
  • country:France
  • Languages:Breton, Sami, English, French
  • Genre:Folk, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.denez.fr
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Denez_Prigent
Denez Prigent
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved