Me eo ar bleiz diwezhañ a zo e Breizh o vevañ
Ar re all, 'zo bet paket
Barnet, krouget ha devet
Tamallet 'oa bet outo
Lonkañ holl deñved ar vro
Gwashañ 'zo, bugaligoù
Mammoù kozh ha merc'hedigoù
Me eo ar bleiz diwezhañ, a zo e Breizh o vevañ
Brasoc'h, gwashoc'h tamalloù
Ar bleiz mevel an diaouloù
'Gas d'ar sabat ar sorserien
Ar bleiz genoù an ifern
Brasoc'h tamall 'oa c'hoazh
Kas ar bed war an noazh
Lonkañ an heol hag al loar
Ankou mestr war an douar
Me eo ar bleiz diwezhañ, a zo e Breizh o vevañ
Vito 'z eus stignet pezhioù
Lasou-krog, graet toulloù
'N o c'hig lakaet arsenik
Ha striknin en o lambig
Tud yudas dre ar c'hoadoù
Ganto a bep seurt armoù
Roet dezho arc'hant hag aour
'Vit pakañ al loened paour