Er penn arall d'al lanneg, gant va marr e fregan
War c'horre ar c'hleuz, ingal, divall, evel ma c'hallan
Rag ar boan a zeu c'hoazh da c'hloazañ va c'hroazell
Ha tost din, ur bodad skav a vir ouzh an avel
Da c'hwezhañ alan ouez war va c'hein dour-c'hwez mik
Nep son, na mouezh ne dorro digenvez ar c'hornig
'Met ur voc'hruzig laouen, ken tener he c'hened
Evit he neiziad habask, o klask boued d'e baskañ
Rak evit ma treuzpado, bemdez hag a bep hent
Buhez arwareg an holl bet digant ar re-gent