current location : Lyricf.com
/
Songs
/
An Hini a Garan lyrics
An Hini a Garan lyrics
turnover time:2024-11-02 15:45:45
An Hini a Garan lyrics

An hini a garan, gwechall bihan er gêr

Pa oamp tostig an eil, an eil ouzh egile

Va c'halon ne gare, gare nemet unan

Pa oan bihan er gêr an hini a garan

An hini a garan, 'm eus kollet da viken

'Mañ degouezhet pell ha ne zistroio ken

Ha setu ma kanan, kanan keti ketañ

Ha setu ma kanan d'an hini a garan

An hini a garan, un deiz 'n eus va losket

Aet eo d'ar broioù pell, d'ur vro n'an'vezan ket

Aet eo d'ar broioù pell da c'hounit e vara

Kollet, kollet un deiz, an hini a garan

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by