current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Ahès lyrics
Ahès lyrics
turnover time:2024-11-18 20:41:22
Ahès lyrics

E pleg e vrozh

Ma skeud liv an noz

’Veuzan ma c’halon

Da ouelañ a ran…

War lein ar roz,

E kevrin an noz

Walc’han ma fec’hed

Ma c’hlevet a rez ?

A Vreizh-Izel da Vor Iwerzhon

Ahès ‚vez graet ac’hanon

Ha da c’he-edal a ran…

Me ouel an deiz, me a gan en noz

Ha da c’he-edal a ran, ha da c’he-edal a ran…

Liñvadenn yen

Herezh an argoll

Ma buhez diroll

Tostaat a ran…

Keuz meus em c’hreiz

Klemmgann Kenvroiz

Daonet e kêr Ys

Ken tost on ac’hann…

A Vreizh-Izel da Vor Iwerzhon

Ahès ‚vez graet ac’hanon

Ha da c’he-edal a ran…

Me ouel an deiz, me a gan en noz

Ha da c’he-edal a ran, ha da c’he-edal a ran…

Diwaskell wenn

Sonenn voud an aod

Ene dichadenn

Davedout e yan…

War dreuz an nor

Divrec’h yen ha gleb

E gor an oaled

E galon digor

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Nolwenn Leroy
  • country:France
  • Languages:French, English, Breton, Gaelic (Irish Gaelic)
  • Genre:Folk, Pop, Singer-songwriter
  • Official site:https://nolwennleroy.com/
  • Wiki:https://en.wikipedia.org/wiki/Nolwenn_Leroy
Nolwenn Leroy
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved