Un aelig gwenn zo kludet
War ma skoaz kleiz
Ma c'hwezh war he divaskell,
'n eus dihunet 'nezhi.
Digor he daoulagad,
D'am sellet ken splann,
Loc'het hor c'halon
War an daoulamm.
Lamm
Da galon ha pa gari
From
Da groc'henn ha pa c'hwezhi !
Daeroù c'whek Garam Masala,
Gant ma re o parañ,
Kridienn hor c'horf 'fraoñval,
Gleb teil hor c'hroc'hen.
Un deiz bennak,
'N em zihunimp beure mat
Bemdeiz ha bemnoz,
Yaouank ha kozh !