current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Despacito [Breton translation]
Despacito [Breton translation]
turnover time:2024-12-28 19:43:50
Despacito [Breton translation]

Goût a ouzes emaon o sellout ouzhit abaoe ur predad, sur a-walc'h.

C'hoant am eus da zañsal ganit.

Gwelet em eus e oa da selloù ouzh ma gervel.

Diskouez din an hent 'zo din da vont gantañ.

Te, te 'zo ar maen-touch, ha me ar pezh houarn.

O tostaat emaon hag oc'h aozañ ur raktres,

ha diwar soñjal en se nemetken e vuana talm ma c'halon.

Bremañ, bremañ em eus muioc'h a blijadur eget boaz.

Goulenn a ra ma holl skiantoù muioc'h c'hoazh.

Ret eo ober gant se hep enebiñ mod ebet.

Goustadik...

C'hoant am eus da c'hwezhañ da c'houzoug goustadik.

Lez ma larin traoù ouzh da zivskouarn

a-benn m' az po soñj pa ne vi ket em c'hichen.

Goustadik...

C'hoant am eus d'az tiwiskañ gant bouchigoù, goustadik,

merkañ speurennoù da vilendall,

hag ober un dornskrid diouzh da gorf a-bezh.

Deus, deus, deus... deus, deus!

C'hoant am eus da welet da vlev o tañsal,

c'hoant am eus da reiñ lañs dit,

ha ma teski d'am beg

an tachadoù 'zo ar plijusañ dit

(ar plijusañ, ar plijusañ, merc'hig)

Lez ma 'c'h in en du-hont d'az tachadoù arvarus

ken az lakain da leuskel garmoù

ha da ankouaat da anv.

Mar goulennan ur pok diganit, deus d'en reiñ din:

me 'oar ez out o soñjal en se.

Pell amzer em eus bet engortoz eus se.

Ma Doue! Reiñ-dereiñ eo se!

Goût a ouzez e ra da galon gant me "dao! dao!"

Goût a ouzez emaout, babig, o klask "dao! dao!" diganin.

Deus da dañva ma diveuz evit gouzout peseurt blaz o deus evidout.

C'hoant, c'hoant, c'hoant am eus gouzout pegement a garantez 'zo ennout.

N'em eus mall ebet, fellout a ra din ober ar beaj.

Krogomp ganti goustadik, ha neuze gant feulster.

Kammed-ha-kammed, dousik dousañ

e klotomp an eil gant egile tamm-ha-tamm.

Pa bokez din gant seurt ampartiz

e welan ez out ur meskadur a valis gant kizidigezh.

Kammed-ha-kammed, dousik dousañ

e stagomp an eil ouzh egile tamm-ha-tamm.

Se 'zo abalamour ma vez ar gened un torr-penn;

met ar pezh am eus evit e ziskoulmañ.

Goustadik...

C'hoant am eus da c'hwezhañ da c'houzoug goustadik.

Lez ma larin traoù ouzh da zivskouarn

a-benn m' az po soñj pa ne vi ket em c'hichen.

Goustadik...

C'hoant am eus d'az tiwiskañ gant bouchigoù, goustadik,

merkañ speurennoù da vilendall,

hag ober un dornskrid diouzh da gorf a-bezh.

Deus, deus, deus... deus, deus!

C'hoant am eus da welet da vlev o tañsal,

c'hoant am eus da reiñ lañs dit,

ha ma teski d'am beg

an tachadoù 'zo ar plijusañ dit

(ar plijusañ, ar plijusañ, merc'hig)

Lez ma 'c'h in en du-hont d'az tachadoù arvarus

ken m'az lakain da leuskel garmoù

ha da ankouaat da anv.

Goustadik.

Eomp d'ober se war un draezhenn e Porto-Rico,

ken a youc'ho an houl: "Ac'h! Bennozh Doue!"

a-benn ma chomo ma merk warnout.

Kammed-ha-kammed, dousik dousañ

e klotomp an eil gant egile tamm-ha-tamm.

Ma teski d'am beg

an tachadoù 'zo ar plijusañ dit

(ar plijusañ, ar plijusañ, merc'hig)

Kammed-ha-kammed, dousik dousañ

e klotomp an eil gant egile tamm-ha-tamm.

ken az lakain da leuskel garmoù

ha da ankouaat da anv.

Goustadik.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Luis Fonsi
  • country:Puerto Rico
  • Languages:Spanish, English, Portuguese, Chinese
  • Genre:Latino, Reggaeton
  • Official site:http://www.luisfonsi.com/
  • Wiki:http://es.wikipedia.org/wiki/Luis_Fonsi
Luis Fonsi
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved