current location : Lyricf.com
/
Songs
/
An eur-se zo ken tost d'ar peurbad lyrics
An eur-se zo ken tost d'ar peurbad lyrics
turnover time:2024-11-23 20:58:16
An eur-se zo ken tost d'ar peurbad lyrics

Ar c'havaned zo aet pell zo da gousket en tour,

Hag an heol splann zo aet pell zo en tu-hont d'ar bed.

Mouget eo sklerijenn an deiz...

Nemet em c'hambr, ur gouloù war enaou a vev,

Em spered, ur gouloù

E don va ene, ur gouloù war enaou a vev.

O Sklaerder-diabarzh, te ken tost d'ar peurbad !

Er-maez eo ar goañv, dibourc'h ar gwez, revet ar bleuñv

Ar vougasenn fenozh a ren gant he dalc'h spontus ;

Nemet em c'hambr war va burev,

Ez eus ur flammel ruz en he bleunioù.

Hag em c'halon ivez ur flammel ruz en he bleunioù,

Em ene kuzh, ur flammel ruz en he bleunioù.

O Buhez er c'hevrin, te ken tost d'ar peurbad !

O Peoc'h. N'eus nep trouz :

Tamolodet eo ar bed en e gousk ;

An evned-kazh zoken ne c'harmint ket fenozh.

Hag em c'hambr, n'eus ken trouz ;

Em spered n'eus ken trouz.

Stêr vras va soñjoù-den a hañval chom digas,

Didrouz !

Nemet e don va ene kuzh e klevan ur mouskan,

Ur vouezh sklintin,

Mouezh ur stivell, O va fedenn !

O son ar vuhez-se, son ken tost d'ar peurbad!

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Alan Stivell
  • country:France
  • Languages:Breton, French, Gaelic (Irish Gaelic), English, English (Scots)
  • Genre:Folk
  • Official site:http://www.alan-stivell.com/
  • Wiki:http://en.wikipedia.org/wiki/Alan_Stivell
Alan Stivell
Alan Stivell Featuring Lyrics
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved