current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Bonsoir, jolie madame [Breton translation]
Bonsoir, jolie madame [Breton translation]
turnover time:2024-11-19 05:25:51
Bonsoir, jolie madame [Breton translation]

Redet em eus e-kreiz an noz etrezek un ti-plouz difouge

Redet em eus e-kreiz an noz Nevez-Amzer

etrezek treuzoù e taskrene un damsklêrijenn warno.

Boulzet em eus stalaf an nor,

ha neuze, Itron, em eus ho kwelet o vinc'hoarzhin,

moredet ma oac'h e-barzh un huñvre ken skañv

m'em eus kavet mat huñvreal d'am zro evit lârout deoc'h

ar gerioù-se a zarnije:

Noz-vat deoc'h, Itron goant!

Deut on da lârout noz-vat deoc'h,

netra ouzhpenn. Ne c'houlennan

nemet un nebeud spi,

spi ur weladenn.

Daoust hag e tistroot? Pep tra 'zo en ho kortoz

e-barzh ma zi. Distroit hepdale:

an Nevez-Amzer 'zo anezhi.

Warc'hoazh a-dreuz ar prenestr digor

e ray ar ster selladennoù flour ouzhoc'h.

Warc'hoazh, en em ginnigo an Natur

dindan an heol 'zo o parañ en ho plev.

Noz-vat deoc'h, Itron koant!

Daoust hag e tistroot d'an emgav

ma laka an Nevez-Amzer en hoc'h ene

un orged diboell.

Em gourvez emañ tost ouzhoc'h en un huñvre,

tost ouzhoc'h em eus huñvreet gant teneridigezh

ne oa cheñchet tra, rak an huñvreoù a astenn

ar santadenn dous a voneur,

ha troet en deus an douar diouzh ar skeud war-zu ar sklêrijenn.

Ha briataet em eus ho korf

pa savas an deiz e-barzh an ti-plouz difouge-mañ,

evit lârout deoc'h a vouezh izel:

Noz-vat deoc'h, Itron goant!

Deut on da lârout demat deoc'h,

netra ouzhpenn. Ne c'houlennan

nemet un nebeud karantez,

karantez evel en un huñvre.

Karantez, karantez, pep tra 'zo en ho kortoz

e-barzh ma zi. Ho skrapat a ran:

an Nevez-Amzer 'zo anezhi.

Gwelit a-dreuz ar prenestr digor

e ra ar ster selladennoù flour ouzhoc'h.

Gwelit, en em ginnig a ra an Natur

dindan an heol 'zo o parañ en ho plev.

Demat deoc'h, Itron goant!

Na pegen dudius eo an emgav

ma laka an Nevez-Amzer en hoc'h ene

un orged diboell.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Trenet
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved