Bet on bet betek ar penn all
Ha n'em eus gwelet den ebet
E koad Neblec'h goude ur frapad bale.
Un tenn kollet on,
Ne vin ket gwerzhet,
Ne ra forzh din deus ar rag nag ar perag.
Atav on bet a-du gant an avel
hep hec'h ali .
Ar bravat añv grwegel...
Mouch avel
War ar vali.
Ur c'hwezh gleb deus ar C'hornôg habask,
Trawalc'h din, trawalc'h.
Pet den kollet omp amañ war ar vali
Ne blegomp nemet pa vez avel griz.